Endro

Emaomp o vont da gomz deoc’h eus hon bro vihan. 4 milion a dud a zo o chom enni, ur gourenez vras eo. 3200 kilometrad aodoù a zo dezhi. Hiziv an deiz ez eo troc’het Breizh e pemp rannvro pe departamant, met a-raok e oa disrannet Arvorig e div lodenn gant Breizh-izel er c’hornog e-lec’h ma vez komzet brezhoneg ha Breizh-Uhel er reter e-lec’h ma vez komzet gallaoueg. An div vro-se a oa rannet gwechall, int ivez, e broioù bihanoc'h : Kerne, Leon, Treger ha Gwened evit Breizh-Izel, ha Bro-Sant-Brieg, Bro-Roazhon, Bro-Dol, Bro-Sant-Malo ha Bro-Naoned evit Breizh-Uhel. Hor skolaj-ni a zo lec’hiet e Breizh-Izel ha resisoc’h c’hoazh, e Bro-Dreger. Treger a zo unan eus ar peder bro a zo e Breizh-Izel. Landreger a zo ar gêrbenn e-lec'h ma oa staliet an eskopti gwechall. Daou sant o deus graet he brud dezhi : sant Tudual, hag a zo unan eus ar seizh sant o deus diazezet Breizh, ha sant Erwan, brudet evit bezañ sant patron ar vreutaerien ha Breizh a-bezh. Bez' ez eo Bro-Dreger un doare karrez hag a grog e Montroulez er gwalarn, Ar C’hloastr-Plourin er mervent, Sant-Konan er gevred ha Lezardrev er biz. Bez' emañ hon skolaj e gevred Bro-Dreger war harzoù Bro-Gerne.